João Iañ Portugal

Eus Wikipedia
João Iañ

João Iañ (1358-1433) a oa Roue Portugal (1385 - 1433).

Goude marv ar roue Fernando I e voe renet ar vro gant ar rejantez Leonor Teles. En em sevel a reas ar bobl a-enep dezhi, hag en o fenn e oa Don João, aotrou Avis. Sikour a c'houlennas Leonor Teles digant roue Kastilha, Juan I, he mab-kaer. Trec’het e voe arme Kastilha en emgann Aljubarrota e 1385 ha ren a reas João war-lerc'h, gant an anv João I.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e oa da Philippa of Lancaster (Filipa de Lencastre e portugaleg) (1359-1415) ha nav bugel o doe. Seizh anezho a eas betek o oad gour, hag anvet int an ínclita geração:

Daou vab bastard en doe ivez, gant Inês Pires:

  • Beatriz (war-dro 1386-1447), dimezet gant Thomas FitzAlan, 12vet kont Arundel.