Joseph Martray

Eus Wikipedia
Joseph Martray
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv ganedigezhJoseph Eugène Martray Kemmañ
Anv-bihanJoseph Kemmañ
LesanvJ. Mauguet-Martin Kemmañ
Deiziad ganedigezh14 Mae 1914 Kemmañ
Lec'h ganedigezhLambal Kemmañ
Deiziad ar marv2 Mez 2009 Kemmañ
Lec'h ar marvRoazhon Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherkazetenner, ezel eus ar Rezistañs c'hall, gwiraour, stourmer politikel Kemmañ
ImplijerFaculté de droit de Nantes Kemmañ
Karggeneral secretary Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-Veur Roazhon, Faculty of Arts of Paris Kemmañ
Ezel eusDéfense de la France, Consultative Committee of Brittany, French Institute of the Sea Kemmañ
Skrivet en deus evitLa Bretagne Kemmañ

Joseph Martray, bet ganet e Lambal e miz Mae 1914, ha marvet e Roazhon d'ar 1añ a viz Mezheven 2009, a oa ur c'helaouenner hag ur stourmer evit Breizh.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa bet Joseph Martray e Lambal, e miz Mae 1914 en ur familh kenwerzherien.

Goude e studioù skol-veur e Roazhon hag e Pariz e teuas da vezañ kargad e Ministrerezh an diabarzh. E 1940 e oa o labourat e prefeti Sant-Brieg. Kemer a reas perzh er Rezistañs (rouedad Défense de la France). E 1942 e teuas da vezañ pennskridaozer La Dépêche de Brest et de l'Ouest, renet gant Yann Fouéré d'an ampoent. Bet e oa bet eil dileuriad rannvroel evit ar yaouankiz hag ezel eus Komite aliañ Breizh bet krouet e 1942. D'ar 7 a viz Mezheven 1944 e voe roet urzh dezhañ gant e rouedad da guitaat e gargoù ha kemer perzh er stourm kuzh e bro Lambal.

Ur wech echu ar brezel e labouras evit Vent d'Ouest hag e krouas ar gelaouenn Le Peuple Breton a-du gant ar gevredelezh ha rannvroelaat ar Frañs. Ne badas ar gelaouenn nemet un toullad mizvezhioù. Krouiñ a reas an UFCEE (Union fédéraliste des communautés ethniques en Europe). Kentañ sekretour meur an aozadur e voe.

Klask a rae bodañ holl nerzhioù Breizh evit diorren ar vro bepred. E 1950 e krogas avantur Poellgor studiañ ha liammañ interestoù Breizh (CELIB e galleg). Krouet e voe an aozadur d'an 22 a viz Gouhere 1950 gant René Pleven da brezidant ha Joseph Martray da sekretour.

Ezel e voe eus Kuzul armerzhel ha sokial Frañs e 1969 hag adanvet e 1974. Besprezidant Komite ekonomikel rannvro Breizh a voe eus 1974 da 1979 ha prezidant ar bodad-labour a-zivout ar mor eus 1979 da 1983.

Ur wech aet war e leve e tistroas da Vreizh. Bevañ a reas e Naoned betek ar bloavezh 2000 hag e Roazhon da c'houde.

Resevet en deus Kolier an Erminig e 1990.

Meur a levr en deus skrivet.

Medalennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Estreget ezel eus Urzh an Erminig e oa Joseph Martray Ofisour al Légion d'Honneur, Komandour an Ordre National du Mérite, Ofisour ar Mérite Agricole, marc'heg urzh ar Mérite maritime et de l'économie nationale

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Le problème breton et la réforme de la France (1947)
  • Euskadi (1948)
  • La Région pour un Etat moderne (1970)
  • A qui appartient l'Océan ? (1977)
  • Vingt ans qui transformèrent la Bretagne (1983)
  • La Bretagne dans la révoltion française (1985)
  • La destruction de la marine française par la Révolution (1988)
  • Nous sommes d'Atlantique (1991)
  • L'espoir breton du 21e siècle gant re all (1999)
  • La Bretagne au coeur du nouveau monde (2001)
  • La Bretagne réunifiée, une véritable région européenne ouverte sur le monde gant Jean Ollivro (2002)
  • Le tournant(2003)

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]