Jim Lee

Eus Wikipedia
Jim Lee e WonderCon 2009

Jim Lee (11 a viz Eost 1964 e Seoul, Korea ar Su) a zo un tresour comics. Dont a reas da vezañ brudet er bloavezhioù 1990 a-drugarez d'e labour war X-Men (Marvel Comics). Goude-se e krouas Wildstorm, ur skourr eus Image Comics, ha berzh a reas gant WildC.A.T.s ha Gen 13. Treset en deus ivez avañturioù Batman ha Superman evit DC Comics.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jim Lee a zo bet ganet e Seoul, e Korea ar Su hag e vugaleaj a gasas er Stadoù-Unanet. Mont a reas da skol-veur Princeton hag eno e voe skolveuriet war ar bredoniezh. Fellout a rae dezhañ dont da vezañ mezeg, met a-benn ar fin e cheñchas mennozh hag e teuas da vezañ tresour comics. E-pad ur frapad e reas war-dro liv du evit un ti-embann dizalc'h, ha goude-se voe degemeret gant Marvel Comics. E-touez ar c'homics kentañ a reas evit Marvel emañ Alpha Flight ha Punisher War Journal.

Punisher War Journal, niv.8, miz Gwengolo 1989. Tresadenn gant Jim Lee
Punisher War Journal, niv.9, miz Here 1989. Tresadenn gant Jim Lee

E 1989 ec'h erlec'hias Marc Silvestri hag e reas war-dro Uncanny X-Men. Kmer a reas ar rummad-se e karg pa voe dilezet gant ar senarioour Chris Claremont e 1990. E-pad ar mare-se e kejas gant al livour Scott Williams, hag e-pad pell e kenlabourjont.

Buan e voe plijet al lennerien gant e zoare da dresañ, ha neuze e c'hounezas muioc'h a frankiz a-fet krouiñ. E 1991 e kenskrivas senario Uncanny X-Men gant Chris Claremont ha war-un-dro e reas war-dro X-Men. Unwiskoù nevez a grouas evit tudennoù evel Cyclops, Gambit, Jean Grey, Rogue, Psylocke ha Storm. Niverenn gentañ X-Men eo ar c'homic gwerzhet ar muiañ er bed : 8 milion a skouerennoù a voe gwerzhet. Ne sav ket a-du an holl evit a sell ouzh Lee, ha Chris Claremont en deus embannet e kave start labourat gantañ, rak gwall zisheñvel e oa o mennozhioù a-fet senario ha tudennoù. Renket e voe an traoù gant Bob Harras, hag eñ e kargad e Marvel, hag a savas a-du gant Lee. Claremont a zilezas X-Men goude an niverenn 3. Daoust da se e kenlabouras Chris Claremont ha Lee war raktresoù all evit Image ha Wildstorm.

E 1992 e voe Lee unan eus ar seizh den a guitaas Marvel hag a savas Image Comics (asambles gant Marc Silvestri, Rob Liefeld, Erik Larsen, Jim Valentino, Todd McFarlane ha Whilce Portacio). Lee a labouras neuze war Gen 13, Stormwatch ha WildC.A.T.s. Hervez tud zo ez eo dipitus an heuliadoù-se peowgir en deus Lee lakaet holl e nerzh war an tresañ, hag ez eo dipitus ar senario. Daoust da se e voent gwerzhet mat-tre.

Lee ha Liefeld a voe degemeret en-dro gant Marvel e 1996, hag e labourjont war dudennoù klasel evel Captain America, Avengers, Iron Man ha Fantastic Four.

Nepell goude e labouras Lee war ur rummad berr anvet Divine Right : The Adventures of Max Faraday.

E dibenn 1998 e kuitaas Lee Image Comics, hag e werzhas Wildstorm da DC Comics. Start e kave bezañ embanner ha tresour war-un-dro. E 2003 e labouras war Batman gant ar senarioour Jeph Loeb, hag e 2004 e labouras war Superman gant Brian Azzarello.

E 2005 e tresas Batman and Robin, The Boy Wonder, evit All-Star, ur skourr eus DC. Ar senario a voe skrivet gant Frank Miller.

E oberennoù embannet er c'hwec'hkorn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]