Jean Sylvain Bailly

Eus Wikipedia
Jean Sylvain Bailly evel Maer Pariz, taolennet e 1789

Jean Sylvain Bailly, ganet d'ar 15 a viz Gwengolo 1736 e Pariz ha marvet dibennet d'an 12 a viz Du 1793 e Pariz ivez, a oa ur matematikour, steredoniour, lennek ha politikour gall. Bez e voe kentañ maer Pariz.

Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maer Pariz, Jean Sylvain Bailly, dres a-raok bezañ dibennet.

E-pad ma oa o c'hortoz da vezañ dibennet, krenañ a rae gant ar yenijenn glebiet ma oa gant ar glav puilh. Un arvester en devoa embannet :
"— Krenañ a rez, Bailly ?
— Ya, eme an den kozh gant ur vouezh sioul, met gant ar yenijenn eo nemetken." Lakaet e oa bet d'ar marv dre ma oa bet re onest hag eeun a-fed Gwir.