Jean-Philippe Rameau

Eus Wikipedia
Jean-Philippe Rameau
Joseph Aved, c. 1728

Jean-Philippe Rameau (Dijon, 25 a viz Gwengolo 1683Pariz, 12 a viz Gwengolo 1764) a oa ur sonaozour gall.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa d'un ograouer ha skoliet e voe e skol ar Jezuited. Met goude 4 bloavezh studi, en em gouestlañ a ra d'ar sonerezh hepken. Donezonoù en deus evit 'pezh a sell ouzh ar sonerezh abaoe pell dija. Goude ur veajig e Italia, gwareziñ a ra ograoù Notre-Dame e Avignon, ha reoù iliz-veur Clermont-Ferrand da c'houde. Kantreal a reas etre Pariz, Lyon, Dijon, ha Clermont-Ferrand adarre. e 1723, en em staliañ a reas e Pariz lec'h m'eo bet embannet dija e levr kentañ e 1706, Pièces de clavecin, hag e Traité de l'harmonie e 1722. Brudet evel ograouer, krav-kerdiner ha kelennour, ha goude embannadur un eil levr Pièces de clavecin e 1724, e teu da vezañ Jean-Philippe Rameau kelenner sonerezh ar verer-veur Alexandre Le Riche de La Pouplinière. Pinvidik ha trivliad, La pouplinière a ro e laz-senniñ hag e c'hoariva dezhañ, aesoc'h e vo da Jean-philippe Rameau mont en Opera bremañ. Adalek ar mare-se ha betek e varv e skrivo oberennoù drama. Deuet eo da vezañ sonaozour sonerezh "Kambr ar roue" e 1745 ivez.

Da 50 vloaz e grog da labourat war pezhioù-c'hoari. Betekhen e oa brudet evit e zegasadennoù e-keñver ar sonerezh met ivez evit e anaoudegezhioù kelennour. Skriv a raio Traité de l'harmonie réduite à ses principes naturels e 1722, Nouveau système de musique théorique e 1726, Génération harmonique ou Traité de musique théorique e 1737, Démonstration du principe de l'harmonie e 1750 ha Les nouvelles reflexions sur la démonstration du principe de l'harmonie servant de base à tout l'art musical e 1752, D'Alembert a zivero hennez e-barzh Eléments de musique théorique et pratique suivant les principes de M. Rameau. An oberenn-se a ziskouez en un doare skiantel reolennoù ar c'henson a-vremañ. Adalek 1733 e skrivo kalzig a oberennoù lourennek: trajediennoù, patoraloù harozel, komediennoù, operaoù-koroll ha korolloù. Mervel a reas e Pariz e 1764 p'en doa 81 bloaz.