Jean-Marie Vianney

Eus Wikipedia
Jean-Marie Vianney  

Delwenn gant J.-M. Cabuchet (1867)
Ganedigezh 8 a viz Mae 1786
Dardilly (69)
Marv 4 a viz Eost 1859
Ars-sur-Formans (01)
Broadelezh Bro-C'hall Bro-C'hall

Relijion Iliz katolik roman
Azeulerezh Ars-sur-Fromans
Gwenvidikadur 1905 e Roma
gant Pi X
Santelezhadur 1925 e Roma
gant Pi XI

Gouel 4 a viz Eost
Paeroniezh Paeron ar bersoned

Jean-Marie Vianney (17861859), lesanvet « Person Ars » (le Curé d'Ars e galleg) zo ur beleg katolik ha sant gall. Deuet eo e anv-tiegezh, Vianney, da vout un anv-badez gallek. Person e voe en Ars (neuze Ars-en-Dombes, hiriv Ars-sur-Formans) e-pad 41 bloaz.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa bet d'an 8 a viz Mae 1786 e Dardilly (e-tal Lyon), ha marvet d'ar 4 a viz Eost 1859 en Ars-sur-Formans (Ain). E dud a oa labourerien-douar. Miret e o bet ti e dud e Dardilly, gant arrebeuri e amzer, ha gweladennet e vez.

Pa deuas an Dispac'h gall e touas person Dardilly, Jacques Rey e anv, e 1790, bezañ feal da Urzhiadur nevez ar gloer. E 1791 ec'h embannas ar pab Pi VI bout enep an urzhiadur. Evel ar barrezianiz all ne ra van ebet an tiegezh Vianney a ya da oferenn ar person touer. Koulskoude, goude ur pennad, e klevont anv eus ur beleg all kaset gant an eskob da visioner da Écully, kêriadenn amezek da Dardilly. Gant hennezh eo e ray Jean-Marie, da drizek vloaz, e bask kentañ e 1799[1].

Soudard e voe, ha tec'hel a reas evit chom hep ober brezel e Spagn.

Pa voe person e komzas taer a-enep an dañsoù ha diwar-benn e stourm ouzh an diaoul. Brudet e oa evel kofesaer (kofesaat a rae e-pad dek eurvezh bemdez, a veze kontet) ken e klañvas e 1843.

E brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul levr brezhoneg zo bet savet diwar e benn : Kenteliou Aotrou Persoun Ars.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. René Fourrey, Le Curé d'ars authentique, L'Échelle de Jacob, 2009, pp.26 ha 28.