Israel Putnam

Eus Wikipedia

Israel Putnam, ganet d'ar 7 a viz Genver 1718 hag aet da Anaon d'an 29 a viz Mae 1790, lesanvet "Old Put", a oa ur jeneral stadunanat en devoa stourmet en Emgann Bunker Hill e-kerzh Brezel dieubidigezh Stadoù-Unanet Amerika (1775–1783). Bet e oa ivez ofiser er Rogers' Rangers e-kerzh ar Brezel Gall hag Indian (1754–1763), lec'h ma oa bet prizoniet gant kadourien Mohawk. Savetaet e oa bet diouzh an aberzh lid a oa tonkad an enebourien prizoniet dre sikour un ofiser gall hag a oa kevredet gant an indianed.

Delwenn Israel Putnam, Bushnell Park, Hartford, Connecticut

Kalon ha nerzh spered brezeliañ Putnam a zo chomet bev buhezek hiziv-an-deiz c'hoazh ha pelloc'h evit harzoù Connecticut dre mojennoù hag istorioù ha dre lidoù.