Innocenzo Cybo

Eus Wikipedia
Ar pab Leon X e-kreiz, hag Innocenzo Cybo en tu dehoù.

Innocenzo Cybo pe Cibo (Genova, 1491 – Roma, 1550) a oa ur c'hardinal hag arc'heskob italian.

Mab e oa da Franceschetto Cybo, ur mab d'ar pab Inosant VIII, ha da Maddalena di Lorenzo de' Medici (1473 – 1519) a oa merc'h da Lorenzo il Magnifico ha Clarice Orsini.

Tost e oa bet da vout anvet da bab.