Hezbollah

Eus Wikipedia
Banniel an aozadur Hezbollah

An Hezbollah, Hizbullah, Hizballah (arabeg : حزب الله ḥizbu-llāh, "Strollad Doue", "Strollad Allah) zo un aozadur politikel ha milourel libanat bet krouet e miz Mezheven 1982, e 1985 ent-krfridiel. Ur strollad politikel chiit pouezhus eo. Ul lu a zo dezhañ : aloubadeg Liban gant lu Israel e voe penn-kaoz krouidigezh al luskad.

Ar C'huzul Djiha eo skourr milourel an Hezbollah. Strollad Bloc'had Lealded d'ar Rezistañs eo anv ar skourr politikel ; dilennet e vez izili anezhañ evit parlamant Liban. Goude ma vije aet Abbas al-Musawi da Anaon e 1992, e tibabas ar strollad Hassan Nasrallah da sekretour-meur ha penn an aozadur.

War banniel an Hezbollah e lenner a-us un dorn enni un AK-47 ur pennad tennet eus ar C'horan (V, 56); « Ha neb a gemero Doue, e gannad hag an dud a feiz evel kenstourmerien a yelo ar maout gantañ rak trec'h e vo strollad Doue. »[1].

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) Koran V,56. Kavet : 06 Gwengolo 2020.