Hent Sant Jakez

Eus Wikipedia

Hent Sant Jakez (galizeg : Camiño de Santiago) eo anv an hentoù a gas abaoe ar Grennamzer pirc'hirined da-vetek iliz-veur Santiago de Compostela e Galiza rak eno e vije bet beziet relegoù an abostol Jakez an Henañ war-lerc'h ma voe kavet ar relegoù-se e Libredón e Santiago e-kerzh ren Alfonso II Asturiez, roue Galiza hag Asturiez.