Heinrich Himmler

Eus Wikipedia
Heinrich Himmler
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhTrede Reich, Republik Weimar, Impalaeriezh alaman Kemmañ
AllegianceTrede Reich Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denHeinrich Luitpold Himmler Kemmañ
Anv ganedigezhHeinrich Luitpold Himmler Kemmañ
Anv-bihanHeinrich Kemmañ
Anv-familhHimmler Kemmañ
LesanvHeinrich Hitzinger, Genrich Gimmler Kemmañ
Deiziad ganedigezh7 Her 1900 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMünchen Kemmañ
Deiziad ar marv23 Mae 1945 Kemmañ
Lec'h ar marvLüneburg Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
Abeg ar marvcyanide poisoning Kemmañ
Lec'h douaridigezhLüneburg Heath Kemmañ
TadJoseph Gebhard Himmler Kemmañ
MammAnna Heyder Kemmañ
Breur pe c'hoarGebhard Ludwig Himmler, Ernst Hermann Himmler Kemmañ
PriedMargarete Himmler Kemmañ
Kompagnun(ez)Margarete Himmler, Hedwig Potthast Kemmañ
BugelGudrun Burwitz Kemmañ
KarKatrin Himmler, Johann Himmler, Agathe Rosina Himmler Kemmañ
GodparentPrince Heinrich of Bavaria Kemmañ
Den heverkRudolf Brandt Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Micherpolitiker, labourer-douar, occultist, laboratory technician, Gestapo employee Kemmañ
ImplijerGestapo Kemmañ
Bet war ar studi eTechnical University of Munich, Wilhelmsgymnasium, Hans-Carossa-Gymnasium Kemmañ
Lec'h annezMaxvorstadt, Amalienstraße, Landshut Kemmañ
Lec'h labourBerlin Kemmañ
Deroù ar prantad labour1925 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1945 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman, National Socialist Freedom Movement, Bavarian People's Party Kemmañ
Relijionlapsed Catholic Kemmañ
Liv an daoulagadglas Kemmañ
Liv ar blevblev rous Kemmañ
Last wordsIch bin Heinrich Himmler. Kemmañ
Perzhiad eBeer Hall Putsch, Nozvezh an Hirgontilli, Nazi human experimentation Kemmañ
Grad milourelReichsführer-SS Kemmañ
Commander of (DEPRECATED)Replacement Army, Army Group Oberrhein, Army Group Vistula Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed, Operation Nordwind, Colmar Pocket, East Pomeranian Offensive Kemmañ
Korf an armeImperial German Army Kemmañ
Facial hairtoothbrush moustache Kemmañ
Poltred eus Himmler e 1942

Heinrich Luitpold Himmler (ganet d'ar 7 a viz Here 1900 e Munich ha marvet d'an 23 a viz Mae 1945 e Lüneburg), a voe e-touez pennoù galloudusañ an Trede Reich.
Mestr dibar an SS (Reichsführer-SS) e voe, ha mestr war holl servijoù polis Alamagn p'edo e penn der Deutschen Polizei, ar Gestapo en o zouez. Gwelet eo ivez evel ar Jahrhundentmörders (« muntrer ar c'hantved ») gant un nebeud speredoù alaman. Dre emlazh e varvas, kuit a vezañ paket ha barnet.

Kiriek e voe Himmler eus ar pep pouezusañ en oberenn distrujañ an eneberezh politikel en Alamagn nazi hag er renad-se, diazezet war ar spont er broioù aloubet. Mestr pennañ ar c'hampoù-tolpañ ha distrujañ e voe, hag aozer meur an "diskoulm diwezhañ".

Harzadenn hag emlazh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Himmler goude e emlazh d'an 23 a viz Mae 1945

Argaset gant e gamaraded, klasket war e-lerc'h gant ar Gevredidi, Himmler a glaskas ul lec'h repu. N'en devoa ket prientet un darvoud evel hennezh da c'hoarvezout, prientet en devoa memestra ul levrenn soudard faos gant an anv "Serjant Heinrich Hitzinger". Gant ur strolladig e tec'has war-du Friedrichskoog d'an 11 a viz Mae, hep n'en devije ul lec'h repu resis en e spered.