Harlu Babilon

Eus Wikipedia
James Tissot, Tec'hadenn ar Brizonidi

Harlu Babilon pe Bac'hadeg Babilon eo ar mare en istor ar Yuzevien ma oa bet tapet un toullad tud eus rouantelezh Yehouda da vezañ bac'het e Babilon goude ma oa bet aloubet ar vro gant Nabukodonosor. Goude emgann Karkemich e 605 a-raok hon mare e voe lakaet seziz war Jeruzalem gant Nabukodonosor a-raok rediañ ar roue Yehoyakim da baeañ truaj bep bloaz. Nac'het e voe gantañ paeañ an truaj goude ur pennad ha taget e voe Jeruzalem adarre betek marv ar roue ha prizoniet e voe ar roue nevez Yehoyac'hin e Babilon. Ar roue da heul, Zedekias, a gendalc'has da labourat a-enep Babilon hag abalamour d'an dra-se e voe distrujet Jeruzalem, he Zempl hag harluet darn eus annezidi Rouantelezh Yehouda e 586 a-raok hon mare.

Pa gouezhas Babilon dindan beli Kirus II, roue ar Bersed, e 539 a-raok hon mare e voe leusket ar Yuzevien da zistreiñ da vro Yehouda ha da sevel un Eil Templ. Ul levezon bras meurbet en deus bet ar mare-se war diorren ar Yuzevegezh, e-keñver an doueoniezh met ivez war skrivañ ar Bibl.

Disemglev zo etre an istorourien diwar-benn pegen niverus e oa an dud harluet ha pegement a oa chomet er vro : tra ma embann an Tanac'h e oa harluet ar bobl a-bezh, pe dost, ez eus bet kavet roudoù a brou e oa chomet da vihanañ ar beizanted er vro hervez an arkeologourien. Er memes doare, distro an harluidi a c'hoarvezas tamm-ha-tamm kentoc'h eget en un taol hepken. Ouzhpenn-se e oa chomet kalzig a harluidi e Babilon ha diwarno e teu Yuzevien Irak.