Gwalldaol ar 17 a viz Genver 2019 e Bogotá

Eus Wikipedia
Kartenn ar Complejo Muzu Policía Nacional de Colombia, lec'h ar gwalldaol.

D'ar 17 a viz Genver 2019, ur c'harr-tan a voe bleniet en Akademiezh polis broadel en Bogotá, e Kolombia. Ar c'harr-tan a oa aet dre al lec'h betek tarzhañ. Lazhet e voe 21 den (gant ar sponter) ha gloazet 68 all. An tagadennoù emlazh a zo ral e Kolombia. Leuniet e oa ar c'harr-tan gant 80 kilo pentolit. An dagadenn varvusañ eo er gêr-benn abaoe hini 2003 en El Nogal Club hag an hini gentañ abaoe 2017 gant gwalldaol Centro Andino. Ar sponter eo José Aldemar Rojas Rodríguez, un den liammet ouzh an tu kleiz pellañ ha dreist-holl an Ejército de Liberación Nacional abaoe 30 vloaz. Liammet e oa ivez ouzh torfedourien ar Clan del Golfo ha disivouderien ar FARC. Hervez an ELN ez eo ur gwalldaol ganto evit talañ ouzh tagadennoù ar gouarnamant kolombian a-enep dezho en desped d'an emvod evit ar poec'h dalc'het e Kuba[1].

An dagadenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez pennoù gouarnamant Kolombia, d'ar 17 a viz Genver 2019 da 9:30 mintin, Rojas en deus bleniet ur c'harr-tan Nissan Patrol gris eus 1993 leuniet gant 80 kg a bentolit e kampus ar Complejo Muzu Policía Nacional de Colombia. Eno e laoskas un den nepell diouzh ul loch bus. Rojas en doa kendalc'het goude-se da ziskenn ar straed implijet evit an dezougen er skol. Pa voe c'hwezhet ar c'harr-tan gant ur c'hi enep danvez-tarzh e vlenias buan dre ar postoù surentez en ur flastrañ gwarded.

An danvez-tarzh a voe lakaet da darzhañ e-kichen hunva ar maouezed pa oa ar studierien o tistreiñ eus ul lid ofisiel. N'eo ket sklaer daoust ha lakaet eo bet ar c'harr-tan da darzhañ gant ar sponter pe gant an den a oa bet laosket el loch bus.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]