Gwalarn (kelaouenn)

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Gwalarn a voe brudetañ kelaouenn lennegel ar maread etre ar Brezel-bed kentañ hag an Eil brezel-bed. Krouet e voe gant Olier Mordrel ha Roparz Hemon. Ur 165 niverenn a yeas d'ober heuliad he niverennoù. Embannet e voe adalek miz Meurzh 1925 da 1944.
Da gentañ ne oa anezhi nemet ur stagadenn d'ar gelaouenn Breiz Atao, kent dont da vout ur gelaouenn en he unan adalek 1926 hag ur gelaouenn viziek adalek 1930. Ingal-hag-ingal e teuas er-maez bep miz nemet e-pad an toullad mizvezhioù ma padas ar "Brezel diot" ma kemeras e aozerion perzh ennañ er bloavezhioù 1939 ha 1940.

Istor Gwalarn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niverenn gentañ Gwalarn

Mennad an diazezerion ha niverennoù kentañ Gwalarn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ober a reas o soñj Olier Mordrel ha Roparz Hemon sevel ur gelaouenn pe, da vihanañ, ur stagadenn a vije ar pal anezhi sevel ha krouiñ ul lennegezh vrezhonek arnevez diwar netra pe dost a-benn boueta spered tud desket-kaer ha prientinion. Kement-se a zlee servijout mennozhioù politikel dre reiñ d'an emrenerion ha d'an disrannerion vreizhat un diazez sevenadurel e-skeud distreiñ a-grenn diwar lizheradur an emsav kentañ, da lavarout eo hini ar varzhed hag an amzer dremenet, diouzh un tu ha diouzh an tu all lizheradur deol ar veleion.

E pennad kentañ Gwalarn anvet "Premier et dernier manifeste de Gwalarn en langue française" e lenner kement-mañ : "N'eus azginivelezh vroadel ebet anez azginivelezh yezhel"[1].

Kentañ adniverenn lennegel drimiziek Breiz Atao a voe renet gant Roparz Hemon a zeuas da vout, tamm-ha-tamm, e-unan e penn Gwalarn. En hini gentañ e kaver un hir ag "Eur ger a-raok" hag en eil un dresadenn gant R.-Y. Kreston da heul troidigezh pezh-c'hoari ar C'hembread A. O. Roberts "Ar c'houmoul a dec'h".

Daou rummad gwalarnerion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diforc'hañ a reer daou rummad gwalarnerion peurliesañ.

Rummad Kentañ Gwalarn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er rumm kentañ e kaved tud bet ganet e penn kentañ an ugentvet kantved pe a-raok, tud bet galvet d'ar Brezel-bed kentañ, tolpet tro-ha-tro da Roparz Hemon : Abeozen, Jakez Riou, Youenn Drezen. Levezonet e voe an dud yaouank-se gant diaraogerion hag a glaskas pinvidikaat ar brezhoneg en un doare arnevez evel Frañsez Vallée pe Meven Mordiern. Aozerion rouesoc'h a genlabouras gant ar skipailhig-se a vare da vare evel Olier Mordrel pe Kerverzhioù.

Peurliesañ e oa desketoc'h ar skrivagnerion-se eget ar re a skrive e brezhoneg en amzerioù kent abalamour ma rejont studioù uhel er skol-veur pe er c'hloerdi. Dre o deskadurezh e oa anezho ur meni begenn pe un dibab tud desket-kaer : skolveuriet war ar saozneg e oa Roparz Hemon ; bet war arstudioù-uhel a-fed sevel-tier e oa Olier Mordrel ; danvez leaned e oa Jakez Riou, Youenn Drezen ; kelenner war ar galleg e oa Abeozen.

E niverenn 21 Gwalarn, ken abred hag ar bloavezh 1930, e kaved ur rentañ-kont eus ar pemp bloavezh kentañ, reoù ar rummad kentañ-se neuze en ur pennad anvet "Pemp bloavez e lennegez Vreiz". Gant Abeozen e voe displeget pegen start e voe kas ar gelaouenn-se da benn ken a-fed arc'hant ken evit tud gwall yaouank a zlee gounit o buhez, ouzhpenn bezañ tud a bluenn.

Eil Rummad Gwalarn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 1930 e teuas tud arall evit pinvidikaat danvez ha renabl ar re a gemere perzh er gelaouenn : Meavenn, Maodez Glanndour, Langleiz, Roperzh ar Mason, Loeiz Andouard. Ken desket hag ar rummad kentañ e oa ar re-se : doktor war an doueoniezh Maodez Glanndour, kelenner war an arzoù-kaer Langleiz...

Danvez ar gelaouenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disheñvel-mik e oa danvez Gwalarn diouzh pezh a gaved er c'helaouennoù brezhoneg arall. Da gentañ e kaved enni troidigezhioù diwar yezhoù anavezet gant hini pe hini a'r re a gemere perzh er gelaouenn, alese kembraeg, iwerzhoneg, saozneg, alamaneg, spagnoleg, galleg. Pa lavare an nen e oa re a droidigezhioù diwar yezhoù all e responte Roparz Hemon kement-se : "Ar Vretoned o deus ezhomm da zeskiñ petra eo al lennegezh"[2]. Se zo kaoz ivez ez eo lod muiañ eus an troidigezhioù brezhonek-se diwar skrivagnerion uhel bet desket er skol-veur gant ar walarnerion. Troet e veze ganto Shakespeare, Marlowe, Boccace, Calderon, Pouchkin ha skrivagnerion an Henamzer gresian-ha-roman. En holl ez eus bet un dousennad troidigezhioù c'hoariva gant Gwalarn. Daoust da gement-se e oa kalz nebeutoc'h a droidigezhioù e Gwalarn eget e Feiz ha Breiz kentañ.

Mod arall e kaved er gelaouenn-se oberennoù orin ar re he skrive. Tamm-ha-tamm, dre rannoù, e veze embannet romantoù Hemon (An aotrou Bimbochet e Breiz), danevelloù Abeozen pe bezhioù-c'hoariva Jakez Riou. Gant an eil rummad e veze muioc'h a varzhonegoù eget kent : Kanoù an noz Langleiz da skouer.

Estreget oberennoù a lennegezh a embannas Gwalarn peogwir ez embannas kentelioù Istor Mordiern pe ar studiadenn a savas Remont Jestin a-zivout ar voudhaadegezh.

Hêrezh Gwalarn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-lerc'h ar brezel ez adkemeras tud Gwalarn gant hent al lennegezh arnevez e brezhoneg, tro-dro d'ar gelaouenn Al Liamm.

Studiadennoù a-zivout Gwalarn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • "Gwalarn", Per Denez, Al Liamm, niverenn 50, 1950
  • "Gwalarn", Yann-Ber Piriou Le Peuple Breton, niverenn 53-58, 1968
  • "Istor hol lennegezh I : Skol Walarn", Youenn Olier, embannadur Imbourc'h (192 pajenn), 1974 - 1975
  • "Un nebeut notennoù diwar-benn Gwalarn", Yves Gourmelon, Ar Falz niv. 26, pp. 10-16, 1978
  • "Kannadig Gwalarn", Hor Yezh, Per Denez, 1980
  • "L'influence de Gwalarn", DALC'HOMP SOÑJ, niverenn 24, Vefa de Bellaing, 1988
  • "Gwalarn, histoire d'un mouvement littéraire", Bibliothèque municipale de Brest, 1989
  • "Histoire de Gwalarn", Ronan Huon, 1989
  • "The Modern Novel in breton and the quest for a european litterature", W. Calin, 1997
  • "Gwalarn, Histoire d'un mouvement littéraire en Bretagne", Erwan Hupel, Roazhon (416 pajenn), 2010, Tezenn doktorelezh dindan karg Gwendal Denez.
  • Die Zeitschrift Gwalarn und die neuere Sprachbewegung in der Bretagne, Gerhard von Tevenar, hep bloaziad

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Il n'est pas de renaissance nationale sans renaissance linguistique", niverenn gentañ Gwalarn, miz Meurzh 1925
  2. Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh, Roparz Hemon, 1972