Gustav Heinemann

Eus Wikipedia
Gustav Heinemann

Gustav Heinemann (ganet d'an 23 a viz Gouere 1899 e Schwelm, marvet d'ar 7 a viz Gouere 1976 en Essen) a oa ur gwiraour hag ur politikour alaman. Goude an Eil Brezel-bed e voe unan eus ar re a savas ar strollad Christlich Demokratische Union Deutschlands (CDU). Ministr an Aferioù Diabarzh e voe e 1949 ha 1950 e gouarnamant Alamagn ar C'hornôg. E zilez a roas eus e bost e 1950 ha daou vloaz diwezhatoc'h e kuitaas ar strollad CDU da vont da grouiñ ar Gesamtdeutsche Volkspartei, ur strolladig ha ne reas ket kalz a verzh. E 1957 ez eas e-barzh ar Strollad Sokial-Demokrat (SPD). Ministr ar Justis e voe eus 1966 da 1969, ha prezidant ar Republik Kevreadel e voe etre 1969 ha 1974.


En e raok:
Heinrich Lübke
Prezidant Alamagn
Banniel Prezidant Republik Alamagn
19741979
War e lerc'h:
Walter Scheel



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.