Graied

Eus Wikipedia
Perseüs o taskor o lagad d'ar Graied, gant Heinrich Füssli.

Ar Graied (Γραῖαι / Graĩai, e gregach) a oa teir c'hoar e mojennoù Hellaz kozh: Deino (pe Deino pe Persis[1]), Enyo ha Pemfredo (pe Pefredo). Merc'hed e oant da Forkys ha da gKeto.

O anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoarezed louet a veze graet anezho ivez. Tostaat a c'haller o anv Graĩai eus ar brezhoneg gwrac'h(Daveoù a vank).

An anv-se a voe roet dezho dre ma oant ganet gant blev gwenn ha roufennoù. Ouzhpenn-se n'o doa nemet un dant hag ul lagad etrezo o-zeir. Pa veze unan war vale pe o tebriñ e veze an div all o kousket. Bevañ a raent en ur vougev war-du ar c'huzh-heol, e-lec'h ma veze noz dalc'hmat.

N'eus meneg anezho nemet e mojenn Perseüs : c'hoant dezhañ gouzout pelec'h edo o c'hoarezed, ar Gorgonezed, o chom ne gavas netra gwelloc'h d'ober eget laerezh o lagad diganto evit ober dezho respont d'e c'houlenn.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Hervez Hyginus