Gouel Jord

Eus Wikipedia
Sant Jord livet gant Raffaello Sanzio

Gouel Jord a vez lidet en enor da sant Jord d'an 23 a viz Ebrel. Ur gouel broadel eo e Bro-Saoz (St George's Day), kenkoulz hag e Katalonia (Diada de Sant Jordi), Jorjia, Bulgaria...

Abaoe un nebeud bloavezhioù e teu al lid-se da vezañ pouezusoc'h e Bro-Saoz, e-touez ar vroadelourion saoz pergen. Maer Londrez, Boris Johnson, en deus atizet, e derou 2009, ur stourmadeg evit ul lid ledanoc'h eus Gouel Jord. Strolladoù skaouted saoz a lid anezhañ d'ar Sadorn tostañ d'an 23 a viz Ebrel.