George Armstrong Custer

Eus Wikipedia
George Armstrong Custer
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGeorge Armstrong Custer Kemmañ
Anv-bihanGeorge, Armstrong Kemmañ
Anv-familhCuster Kemmañ
Deiziad ganedigezh5 Kzu 1839 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNew Rumley Kemmañ
Deiziad ar marv25 Mez 1876 Kemmañ
Lec'h ar marvMontana Kemmañ
Abeg ar marvemgann Little Bighorn Kemmañ
Lec'h douaridigezhWest Point Cemetery Kemmañ
Breur pe c'hoarThomas Custer Kemmañ
PriedElizabeth Bacon Custer Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherofiser Kemmañ
Kargcommander-in-chief Kemmañ
Bet war ar studi eUnited States Military Academy Kemmañ
Deroù ar prantad labour1861 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Demokratel Kemmañ
Grad milourelmajor jeneral Kemmañ
Korf an armeUnion Army, United States Army, United States Cavalry Kemmañ
Present in workSon of the Morning Star, Son of the Morning Star Kemmañ
Military casualty classificationKilled in action Kemmañ
Facial hairVan Dyke beard Kemmañ
Custer e 1865

George Armstrong Custer ganet d'ar 5 a viz Kerzu 1839 ha marvet d'ar 25 a viz Even 1876 a oa un ofisour ha komandant er varc'hegiezh eus an United States Army e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika hag ar Brezelioù Indian. Desavet er Michigan hag en Ohio, Custer a oa bet degemeret e West Point e 1857, echuet en doa diplomet an hini diwezhañ eus e glasad e 1861. Pa darzhas ar brezel diabarzh, Custer a oa bet galvet da servij en Union Army.

Custer a c'hounezas brud vat e-pad ar brezel diabarzh. Kroget e oa bet ar stourm gantañ e-pad ar c'hentañ emgann veur, hini Bull Run d'an 21 a viz Gouhere 1861, nepell diouzh Washington D.C. Gant ma oa liammet gant un toullad ofiserien uhel e voe sikouret evit e vuhez soudard met ouzhpenn da-se e oa un ofiser marc'hegiezh mailh anezhañ. Custer a c'hounezas e breved brigader jeneral d'an oad a 23 vloaz, nebeutoc'h evit ur sizhun a-raok emgann Gettysburg. Eno e voe penn da argadenn marc'hegiezh nerzhus a dalas ouzh Lu Stadoù Kengevreet Amerika da dremen dreist flankennoù talbenn an Unvaniezh.

E 1864, Custer a c'hounezas ur steredenn all hag a dapas e breved evit ar renk a major jeneral. E-fin ar brezel e dibenn Kampagn Appomattox, lec'h ma oa bet tu-pe-du e obererezh ha re e soudarded, Custer a oa aze pa godianas ar jeneral Robert Lee d'ar jeneral Ulysses S. Grant, d'an 9 a viz Ebrel 1865.

Goude ar brezel diabarzh, Custer a chomas el lu en United States Volunteers gant ar renk a major jeneral betek ma vefent divodet e miz C'hwevrer 1866. Goude-se e voe lakaet d'ar renk a gabiten ha goude-se leutanant koronal er 7th Cavalry Regiment e miz Gouhere 1866. Kaset e voe e kornôg ar vro evit stourm er Brezelioù Indian Amerika e 1867. D'ar 25 a viz Even 1876, gant ma oa e-penn ar 7th Cavalry Regiment e emgann Little Bighorn war douaroù ar Montana Territory a-nep ur c'hengevread meuriadoù indianed Amerikas, e voe lazhet gant e holl rejimant (e-touez anezho daou vreur dezhañ). An emgann a zo chomet brudet e Istor Stadoù-Unanet Amerika gant al lesanv "Custer's Last Stand." An trec'h war Custer hag e rejimant a oa bet ken splan e Little Bighorn ma chomas brudetoc'h evit e holl obererezhioù brezel all.