Frazenn liesrann

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen frazenn liesrann (saoz: compound sentence) evit komz eus ur frazenn enni div bennlavarenn (pe « kenlavarenn ») d'an nebeutañ met hep islavarenn ebet.

Liammet e vez pep frazenn emren an eil ouzh eben gant stagelloù ha/pe poentadur), da skouer:

"Mont a rafen met n'hallan ket"
( = "Mont a rafen met n'hallan ket mont")
"Kanañ ha dañsal a reas"
( = "Kanañ a reas ha dañsal a reas")
"Dañsal a raio pe get"
( = Dañsal a raio pe ne zañso ket")


Gwelit ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]