Francysk Skaryna

Eus Wikipedia
Francysk Skaryna, 1517

Francišak Skaryna (Францішак Скарына e belaruseg), ganet war-dro 1490 e Polatsk ha marvet war-dro 1551, a oa ur skrivagner hag a veve e Dugelezh Veur Lituania. Sellet a reer outañ evel diazezer ar belaruseg hag ar moullañ e Belarus, abalamour d'al levrioù embannet gantañ en ur yezh slavek e 1517.

Ganet e voe e Polatsk e Dugelezh Veur Lituania da neuze, e Belarus bremañ. Studioù a reas e skol-veur Krakovia betek 1504. Un doktorerelezh mezegiezh a dapas e skol-veur Padova, en Italia, e 1512. Sevel a reas un ti-moullañ e Praha hag e 1517 e embannas ennañ ul levr salmoù, al levr kentañ biskoazh e belaruseg kozh. Goude-se e embannas ouzhpenn 20 levr all. Kenderc'hel a reas gant e labour moullañ e Vilnius. Etre 1517 ha 1519 e embannas ar Bibl, a oa bet troet gantañ en e yezh, e 22 levrenn. E labour pouezusañ e voe. Echuiñ a reas e vuhez e lez Ferdinand Iañ an Impalaeriezh Santel.

Diaes eo lavaret dre just e peseurt yezh e oa skrivet levrioù Skaryna. Ur yezh slavek eus ar reter e oa, a-dra-sur, met ne oa ket ar belaruseg a anavezomp hiziv. Daoust da se e seller outañ evel diazezer ar yezh a zo aet diwezhatoc'h da vezañ ar belaruseg.

Goude diskar an Unvaniezh Soviedel e voe anvet straedoù e Belarus en anv Francysk Skaryna. Ur "vedalenn Francysk Skaryna" (Медаль «Францыска Скарыны») hag un "urzh Francysk Skaryna" (О́рдэн Францы́ска Скары́ны) zo bet savet evit garedoniñ an dud e Belarus. Meur a zelwenn zo bet savet en e enor e Polatsk, Minsk, Kaliningrad ha Praha.

Bibl e belaruseg

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]