Francisca Ballesteros

Eus Wikipedia
Francisca Ballesteros
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSpagn Kemmañ
Anv ganedigezhFrancisca Ballesteros Maravilla Kemmañ
Anv-bihanFrancisca Kemmañ
Anv-familhBallesteros Kemmañ
Deiziad ganedigezh1969 Kemmañ
Lec'h ganedigezhValència Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg Kemmañ
Kondaonet evitmuntr Kemmañ
Micherlazher a steudad Kemmañ

Francisca Ballesteros (1969 e Valencia) a zo ul lazherez a steudad katalanat hag a lazhas he div verc'h hag he gwaz hag a glaskas ivez lazhañ he mab etre 1990 ha 2004[1].

He buhez hag e zorfedoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Francisca Ballesteros a voe ganet e Valencia. Un nebeud bloavezhioù goude ez eas da chom da Melilla.

Dimeziñ a reas gant Antonio González Barribino, hag e voe ganet ur verc'h anvet Florinda. E 1990 e c'houzañvas un diwaskadenn a-heul gwilioudiñ hag e fellas dezhi lakaat un termen d'hec'h eured. A-benn ar fin e tivizas lazhañ he familh hag e tec' has da Valencia. Kontammiñ a reas he merc'h Florinda gant Colme, hag a zo louzoù da bareañ an alkoolegezh. Goude-se e tivizas gortoz a-raok lazhañ peurrest he familh[2].

E 2004 e lazhas peurrest he familh. D'an 12 a viz Genver 2004 e lazhas he gwaz Antonio González Barribino gant Colme, Zolpidem ha Bromazepa. D'ar 4 a viz Even 2004 e lazhas he merc'h Sandra gant ar memes louzoù hag e klaskas kontammiñ ivez he mab Antonio, hag a voe kaset d'an ospital ma voe dizoloet e oa bet kontammet[3].

D'ar 7 a viz Even 2004 e voe harzet Ballesteros hag ec'h anzavas holl he zorfedoù.

D'ar 26 a viz Gwengolo 2005 e voe kondaonet da 84 bloaz en toull-bac'h[4].

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]