Francesco d'Este (1516-1578)

Eus Wikipedia
Ur pennad Francesco d'Este zo ivez.

Francesco d'Este (Ferrara, 1 a viz Du 1516 – Ferrara, 22 a viz C'hwevrer 1578) a oa mab da Alfonso Iañ d'Este, dug Ferrara, ha d'e eil pried Lucrezia Borgia, merc'h d'ar pab Alesant VI ha c'hoar da Cesare Borgia. Pempet mab an dug e oa, gant se ne c'halle ket ren.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e voe e Ferrara, ha pa oa tri bloaz e varvas e vamm en ur c'henel e c'hoar Isabella Maria d'Este.
Deskiñ a reas micher an armoù hervez ar c'hiz d'ar vibien na oant ket da ren. Ur pennad e vevas e Bro-C'hall pa voe pedet gant e vreur Ercole II d'Este, a renas goude o zad, da reiñ skoazell da Karl V an Impalaeriezh Santel e Lombardia e miz Mae 1536, evel kabiten a varc'hegiezh.
E 1541 e kemeras perzh e brezelekadenn Aljer.

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div verc'h en doe met tra ne ouzer eus o mamm pe mammoù:[1]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Tabanelli, p. 225