Francesco V Modena

Eus Wikipedia
Poltredet gant Luigi Manzini etre 1840 ha 1845

Francesco V Modena (Francesco Ferdinando Geminiano d'Austria-Este, 1añ a viz Mezheven 1819, Modena - 20 a viz Du 1875, Vienna) a voe diwezhañ dug Modena ha Reggio.

Mab henañ an dug Francesco IV Modena hag e bried Maria Beatrice di Savoia (1792-1840) e oa.
Dimeziñ a eure da Adelgunde Auguste Bavaria, merc'h da Ludwig Iañ Bavaria ha d'ar briñsez Therese von Sachsen-Hildburghausen.

Goude marv e dad e 1846 e renas war an dugelezh, a voe staget ouzh rouantelezh Sardigna e 1859.