Feur-emglev ar Pireneoù

Eus Wikipedia
Emwel Loeiz XIV ha Felipe IV en Île des Faisans en 1659. On distingue la fille de Philippe IV, future reine de France, derrière lui.

Feur-emglev ar Pireneoù a oa ur feur-emglev sinet etre Bro-C'hall ha Spagn e 1659 evit lakaat un termen d'ar brezel a rene etre an div vro abaoe 1635. Sinet e voe d'ar 7 a viz Du 1659 en enez ar Fazaned, un enezenn e-kreiz ar Bidasoa, gant ar c'hardinal Giulio Mazzarini ha Luis de Haro, ministred deuet a-berzh ar rouaned Loeiz XIV, roue Bro-C'hall, ha Fulup IV, roue Spagn.

Goude sinadur Feur-emglev Westfalen e 1648 hag a lakas un termen d'ar Brezel Tregont Vloaz e kendalc'has ar brezel etre Bro-C'hall ha Spagn e-pad dek vloaz, betek trec'h ar C'hallaoued, sikouret gant ar Saozon, en emgann an Tevennoù d'ar 14 a viz Even 1658.

Gant feur-emglev ar Pireneoù e c'hounezas ar rouantelezh c'hall douaroù all:

Dre ma oa bet skrivet ne deufe nemet kêriadennoù en norzh d'ar Pireneoù da vezañ perc'hennet gant Bro-C'hall e chomas Llívia (ur gêr anezhi ha n'eo ket ur gêriadenn) dindan dalc'h Spagn.