Felipe Massa

Eus Wikipedia
Felipe Massa
Felipe Massa
Bro  Brazil
Deiziadoù 25 a viz Ebrel 1981
Kevezadeg bed ar Formulenn 1
Niverenn 19
Bloavezhioù
o redek
2002
2004-2017
Skipailhoù Sauber (2002) (2004-2005)
Ferrari (2006-2013)
Williams (2014)
Prizioù Bras 193
Trec'hioù 11
Plasoù pol 15
Podiomoù 36
Titloù N'eus ket

Felipe Massa a zo ur blenier kirri a rede e Formulenn 1 etre 2002 ha 2017, gant Williams-Mercedes evit e skipailh diwezhañ. Krog e oa gant ar F1 e 2002 gant Sauber a-raok mont da vlenier esaeoù ar Scuderia Ferrari e 2003. Redet en deus adarre e Prizioù Bras gant Sauber e-pad daou vlaz, ha galvet eo bet evit erlec'hiañ Rubens Barrichello e Ferrari e-pad eizh vloaz.

Kevezet en deus ouzh Lewis Hamilton e 2008 evit titl ar vlenierien met kollet en deus evit ur poent, e Priz Bras diwezhañ daoust ma oa bet gounezet ar redadeg gantañ. En hañv 2009 en deus gouzañvet ur gwallzarvoud grevus-tre en deus rediet anezhañ da chom hep redek betek 2010. Tost e oa da goll ul lagad gant ur winterell kollet gant Brawn Barichello en Hungaria. N'eo ket bet ar memes blenier abaoe, mestroniet penn da benn gant e genskipailher Fernando Alonso.

Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1