Fariseed

Eus Wikipedia

Ar Fariseed a oa ul luskad sokial hag ur skol-breder e Palestina da vare Yuzevegezh an Eil Templ. Goude distruj an eil templ e voe al luskad-se diazez krouidigezh ar Yuzevegezh rabinek a-vremañ.

Brudet int evit o stourm a-enep luskadoù all eus buhez Yuzevien ar mare-se, stourmoù deuet grevusoc'h gant aloubadegoù ar Romaned. Enebet e voent ouzh luskadoù all (Sadukeed) abalamour ma oant a-enep hellenekadur ar vro, lakaat a raent pouez war traoù all er vuhez relijiel estreget an Templ ha degemer a raent un darn komzet eus an Torah ha doareoù disheñvel da zisklêriañ an destenn ha diwar neuze e tegemerent kredennoù evel adsavidigezh an eneoù a varv da vev da skouer.

Hervez an istorour Flavius Josephus, a greder e oa Farise e-unan, e oa harpet ar Fariseed gant ar bobl tra ma oa ar Sadukeed uhelidi kentoc'h. Hervezañ e vije bet tro-dro 6000 Farise er vro a-raok distruj an Templ.

Anavezet int ivez dre an Avieloù a gont o eneberezh ouzh Yann ar Badezour ha Jezuz Nazaret. Kompren a c'heller ivez e oa an abostol Paol Tars ur Farise. Taolennet e vezont en un doare negativel en Testamant Nevez pa ne vezont ket anvet, met hiniennoù zo a zo bet taolennet en un doare pozitivel diouzh o doare da zegemer prezeg Jezuz, evel Jozeb Arimatia