Eromenos

Eus Wikipedia
Erastes hag eromenos, kib atikat dremmoù ruz, Vvet kantved kt JK, mirdi al Louvre.

En Aten en Henc'hres e raed eromenos (henc'hresianeg :ἐρώμενος eromenos, liester : eromenoi) eus ur c'hrennard a oa serc'heg ur gwaz a veze graet an anv erastes (ἐραστής) anezhañ, .

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemm a rae ar ger hervez ar polis (ar gêr). En Aten e veze graet paidika eus an eromenos ivez. E Sparta e oa aites (selaouer). E Kreta e oa kleinos (klodus) ar grennarded, ha p'o deveze kemeret perzh en un emgann gant o serc'heg e oant parastathenes (unan a zo e-kichen).

Oad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eromenos e c'halle ur c'hrennard bout adalek ma teue e-maez eus karter ar merc'hed, ar gynaikeia, evit mont d'ar palaistra, ma veze roet dezhañ stummadur a gorf hag a spered.

Ur statud kevredigezhel anavezet e oa eta, met ne dalveze nemet e metoù an noblañsed, ar varc'hegeion pe Κουρῆτες Kourễtes, ha ne oa ket en holl renkadoù ar gevredigezh.

Pa zeue barv war elgezh ar c'hrennard e oa echu dezhañ bout eromenos.


En ur symposium — gwazed en o gourvez gant o eromenoi, hag o c'hoari kottabos