Enezeg Douar an Tan

Eus Wikipedia
Douar an Tan ha strizh-mor Magallanes

Enezeg Tierra del Fuego, pe Inizi Douar an Tan e brezhoneg, a zo un enezeg e beg Kreisteizamerika, er c'hreisteiz da strizh-mor Magallanes, etre ar Meurvor Habask er c'hornôg hag ar Meurvor Atlantel er reter, rannet etre Chile hag Arc'hantina. E penn kreisteisañ an enezeg emañ ar C'hab Horn.

An enezeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Isla Grande de Tierra del Fuego eo enezenn vrasañ an enezeg.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Enezeg Tierra del Fuego gwelet eus an oabl.
Puerto Williams.
Kêr Ushuaia

Poblet eo ar vro abaoe ouzhpenn 10 000 vloaz. E-touez an annezidi kentañ e oa ar bobl Yaghan, ha roud anezho a gaver en enezeg en Enez Navarino[1].

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. C. Michael Hogan (2008) Bahia Wulaia Dome Middens, Megalithic Portal, ed. Andy Burnham

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.