Enez Kodiak

Eus Wikipedia
Pelec'h emañ enez Kodiak en Alaska

Enez Kodiak (Kodiak Island e saozneg) zo un enezenn eus Alaska. Emañ dirak aod kreisteiz Alaska, rannet diouzh an douar-bras gant strizh-mor Shelikof.

En em astenn a ra war ur gorread a 8 975 km², gant 163 km a hed hag etre 13 ha 96 km a led. Gant se ez eo an enezenn vrasañ en Enezeg Kodiak hag an eil enezenn vrasañ e Stadoù Unanet Amerika. Un enezenn goadek ha meneziek eo gant ar menez uhelañ o sevel betek 1 353 metr. Poblet eo gant 10 000 den pe war-dro. War aod ar reter emañ ar gêr-benn, Kodiak. Mont a ra an darn vrasañ eus an enezenn d'ober ur park natur anvet Kodiak National Wildlife Refuge.