Emgann Marignano

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Emgann Marignano

Emgann Marignano, lesanvet emgann ar ramzed, a c'hoarvezas en hanternoz Italia, nepell eus Melegnano, d'an 13 ha d'ar 14 a viz Gwengolo 1515 etre arme ar roue gall Frañsez Iañ, skoazellet gant soudarded eus Venezia, hag un arme suis a oa o tifenn Dugelezh Milano.

Emgann a voe e Melegnano hag e San Giuliano Milanese, 16 km er gevred da gêr Milano, evit gouzout piv a vije mestr war Zugelezh Milano.

Trec'h e voe an arme c'hall ha hini Venezia. Dirazo e oa un arme suis hag a zalc'he Dugelezh Milano en he sav abaoe 1512.