Emgann Hanoi (1946)

Eus Wikipedia
Emgann Hanoï
Tamm eus Kentañ brezel Indez-Sina

Soudard vietnamat gant un arm-emlazh enep-tankoù
Maread 19 Kerzu 1946 - 18 C'hwevrer 1947
(60 devezh)
Lec'h Ha Noi, Indez-Sina C'hall
Disoc'h Koll strategiel ha milourel gant ar Viet Minh.
Emgannerien
An Unvaniezh C'hall:
Bro-C'hall
Viet Minh
Pennoù-brezel
Louis Morlière
Pierre-Louis Débes
Vương Thừa Vũ
Niver a emgannerien

6500 soudard
7500 trevour

2515 soudard
8000 soudard da c'hortoz
20 000 milisian
Kolloù
100 soudard gall
45 soudard trevadennel
200 trevour steuziet
pe lazhadeget
Dianav, kantadoù

Emgann Hanoï (vietnameg : Trận Hà Nội) zo bet an emgann kentañ e-kerzh Kentañ brezel Indez-Sina.
Emgann a oa bet etre nerzhioù difenn kêr Hanoi (re an Unvaniezh C'hall) ha re ar Viet Minh. Nerzhioù reveulzier ar Viet Minh a voe trec'het ha rediet da dec'hout diouzh kêr evit mont da repuiñ e menezioù tost 100 kilometr pelloc'h. Adpaket e voe kêr goude 60 devezh emgann ha goude un oberiadur enep-guerilla.

Emgann Hanoi a oa bet un trec'h milourel ha strategiel evit ar C'hallaoued ; nerzhioù ar Viet Minh hag o harperien a voe sabatuet gant ar c'holl. Sklaer e oa deuet da vezañ evit emsaverien Viêt Nam ne c'hallent ket trec'hiñ ar C'hallaoued hag o harperien en emgannoù klasel abalamour d'an diforc'h spontus a armamant a oa etrezo.