Elagabalus

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Elagabal

Varius Avitus Bassianus, pe Elagabalus, pe Heliogabal, ganet en Emesa er bloavezh 204, a oa un impalaer roman. Ren a reas dindan an anv Marcus Aurelius Antoninus, adal ar 15 pe 16 a viz Mae 218, beket an 13 a viz Meurzh 222.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Sextus Varius Marcellus, beleg-meur an doue Baal, ha da Julia Soaemias. Kenderv bihan e oa da Garacalla ha Geta.

Savet e voe da augustus (impalaer) d'ar 15 pe 16 a viz Mae 218 gant al Legio III Gallica, a-enep Macrinus ha Diadumenianus, pa oa en oad a 14 vloaz.

Elagabal a oa ur paotr yaouank iskis, debret gant relijion Baal. Pa zeuas da Rom, d'an 29 a viz Gwengolo 219, un delwenn-arouez an doue e oa gantañ war ur c'harr ː ur maen du kizellet evel ur pich, Elagabal o kerzhout a-zous, hep tennañ lagad diwarni.

Dimezet e voe yaouank-flamm da Julia Paula, hag a-enep al lezenn e kemeras Aquilia Severa, ur werc'hez gouestlet d'ar relijion pagan (vestalenn), da eil gwreg. He leuskel a reas nebeut goude evit kemer ur mignon, Zoticus, ur c'hlezeour brudet.

Sevel e reas e genderv Gessius Bassianus Alexianus, oadet 13 vloaz, da eil-impalaer (caesar), dindan an anv Marcus Aurelius Severus Alexander.

Evit difenn buhez he eil bugel-bihan Alexianus, ar vamm-gozh Julia Moesa a lalas ar bretorianed d'en em sevel a-enep Elagabal hag e vamm Julia Soaemias. D'an 13 Meurzh 222 e voent tapet o-daou, dibennet ha skoet d'an Tiber[1].

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. François Zosso & Christian Zingg, Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C, Embannadurioù Errance, 1994.