Dresden

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Skoed Dresden
Lec'hiadur Dresden en Alamagn
Dresden er bloavezhioù 1890.

Dresden (Drježdźany e sorabeg) zo ur gêr-arondisamant eus Alamagn, ha kêr-benn Bro-Saks eo. Eil kêr vrasañ al Land eo ivez, goude Leipzig. 790 000 annezad zo en tolead kêr, ha war-dro 1,34 milion er veurgêr. War ribl ar stêr Elbe emañ. Hini brasañ Alamagn eo he marc'had Nedeleg, hag unan eus ar re goshañ er bed.

En Emgann Dresden e voe trec'h Napoleone Buonaparte war ar C'hwec'hvet Kenunaniezh d'ar 27 a viz Eost 1813. Lazhet e voe 25 000 den ha distrujet e voe ar c'hreizkêr gant bombezadenn an Amerikaned hag ar Vreizhveuriz e fin an Eil Brezel-bed. Adsavet e voe ul lodenn eus ar c'hreizkêr istorel avat. Goude Adunanidigezh Alamagn e 1990 eo deuet Dresden da vezañ en-dro ur greizenn sevenadurel, kelenn ha politikel.

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.