Diglosia

Eus Wikipedia

Termenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un doare divyezhegezh kevredel dibarek eo an diglosia[1].

Hervez ar yezhoniezh e c'heller komz eus diglosia kentoc'h eget eus divyezhegezh pa vez implijet d'an nebeutañ div yezh disheñvel, peurliesañ an eil tost d'eben, gant tud o vevañ en ul lec'h bennak ma roer implijoù kevredel da unan eus an daou doare yezh-se hag implijoù kevredel izel d'egile.

Levezonet e vez alies ivez ar yezh izel gant ar yezh uhel.

Istor ha gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet e oa bet an termen diglosia diwar an henc'hresianeg διγλωσσία (diglōssia) evit ar wech kentañ gant ar yezhonour Iannis Psycharis. War-lerc'h e voe implijet gant an arabegour William Marçais e 1930 evit deskrivañ stad an traoù el lec'hioù ma komzer an arabeg. Brudet eo deuet da vezañ, avat, a-druagrez d'ur pennad-skrid savet gant ar sokioyezhoniour stadunanat Charles A. Ferguson (1921-1998, Diglossia, e 1959<ref>(en) Diglossia. Kavet : 09/07/2023. . Er skrid-se ec'h implijas Ferguson an termen da deskrivañ un doare divyezhegezh kevredel el lec'h ma'z eus ur yezh uhel (H, saozneg : High') kichen-ha-kichen gant unan izel (L, Low) hervez an doareoù ma vezont implijet er gevredigezh.

Skouerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Ferguson, evit gallout komz eus diglosia e rank an daou doare yezh H ha L bezañ tost an eil d'eben. Ar yezhoniour stadunanat Joshua Fishman (19262015) an hini eo, neuze, a skrivas evit ar wech kentañ diwar-benn diglosia etre yezhoù disheñvel a reas diglosia ledan (extended diglossia) anezhañ, da skouer an elzaseg evel yezh izel (L) hag ar galleg evel yezh uhel (H) en Elzas.

Hervez Ferguson ez eo skouerioù mat an arabeg rannyezhel e-keñver anarabeg unvan a-vremañ pe klasel hag ar gresianeg Katharevousa e-keñver ar gresianeg Dhimotiki.

Ar sokioyezhoniour alaman Heinz Kloss (19041987), diouzh e du, a ziforc'he etre exoglosia evel hini Elzas hag endoglosia evel etre alamaneg Suis hag an alamaneg unvan.

Pa c'heller komz eus endoglosia dreist-holl, an doare yezh izel (L) a c'hell bezañ ur vasilektenn pe ur vezolektenn keit ha ma vez ar yezh uhel (H) an akrolektenn.

  • Diglosiezh zo e Breizh : ar brezhoneg hag ar gallaoueg eo yezhoù ar vro ; diglosiezh zo ivez e Breizh-Uhel (gallaoueg/galleg) hag e Breizh-Izel (brezhoneg/galleg).

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]