Cristiano Ronaldo

Eus Wikipedia
Cristiano Ronaldo

Cristiano Ronaldo e 2012
Anv Cristiano Ronaldo
Dos Santos Aveiro
Ganedigezh 5 a viz C'hwevrer 1985
Funchal, Madeira
Portugal Portugal
Broadelezh portugalat

Ment 1,85 m
Post Argader
Lesanv(ioù) CR7
The Ketchup Boy
Rocket Ronaldo
El Deseado

Cristiano Ronaldo Dos Santos Aveiro, ganet d'ar 5 a viz C'hwevrer 1985 e Funchal (Madeira), zo ur c'hoarier mell-droad etrebroadel eus Portugal, anavezet muioc'h dindan an anvioù « Cristiano Ronaldo », pe « CR7 » abalamour da niverenn e bost er skipailh.

Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E post argader er Juventus Football Club e c'hoari. Cristiano zo eus ur familh paour. Da 10 vloaz e kemeras e bost en e gleub kentañ, en FC Andorinha e 1995. Eñ eo ar c'hoarier kerañ er bed, 94 milion a euroioù evit e dreuskas etre Manchester United hag ar Real Madrid.

Ar Juventus Football Club eo e gleub a-vremañ, m'emañ o c'hoari gant an niverenn 7 bepred (hag en e sinadur emañ e niverenn).

Red-micher etrebroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Cristiano Ronaldo ha Lionel Messi
Portugal vs. Arc'hantina, 9 C'hwevrer 2011
  • 1992-1995 : FC Andorinha
  • 1995-1997 : CD Nacional
  • 1997-2002 : Sporting CP B
  • 2002-2003 : Sporting CP
  • 2003-2009 : Manchester United
  • 2009-2018 : Real Madrid
  • 2018-2021 : Juventus FC
  • 2021– : Manchester United

Red-micher broadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2002 e voe dibabet, da 17 vloaz, da vont e skipailh danvez kampionad Portugal. E skipailh broadel Portugal eo bet implijet ingal abaoe 2003.

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ