Constantinus II

Eus Wikipedia
Delwenn da Gonstantinus II, e lein an diri a gas d'ar c'h-Campidoglio, e Roma.
Solidus' Constantinus II
Rannadur an Impalaeriezh etre ar Gaesared anvet gant o zad Constantinus Iañ : a gornôg da reter, ar broioù dindan Constantinus II, Constans, Dalmatius ha Constantius II. Goude marv Constantinus Iañ (Mae 337), e voe rannidigezh ofisiel an impalaeriezh, betek marv Dalmatius ha rannidigezh e zouaroù etre Constans ha Constantius.

Constantinus II, pe Flavius Claudius Constantinus Augustus (316-340), a oa un impalaer roman kristen, mab da Gonstantinus Iañ.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa en C'hwevrer 316 en Arle. Mab henañ Constantinus Iañ ha Fausta, e eil pried, e oa, ha savet er relijion gristen. Daou vreur en doe ivez, Constantius, ganet en 318, ha Constans, ganet en 320 pe 323, ha div c'hoar, Constantina ha Helena.

Anvet e voe da Caesar en Meurzh 317, da ur bloaz, war un dro gant e hantervreur Crispus, mab Minervina, ha gant Licinianus, mab da Licinius.

En 321 e voe trec'h Crispus war ar Franked, ma voe anvet da gonsul goude, hag e vreur Constantinus, pemp bloaz, gantañ.
E 323, pa oa seizh vloaz, e kemeras perzh er brezel renet gant e dad ouzh ar Sarmated.
Da zek vloaz, goude marv Crispus, e voe lakaet e penn Galia. Hervez un enskrivadur eus 330 en devoa bet an tirl a Alamannicus, ha sur a-walc'h e oa bet trec'h e jeneraled war an Alamanned.

Pa varvas e dad Constantinus Iañ, e 337, e voe anvet da Gaesar war un dro gant e vreudeur, Constantius II ha Constans, ha rannet e voe an impalaeriezh etre int hag o c'hendirvi, ar Gaesared Dalmatius ha Hannibalianus. Met kenkent ha marvet an tad e krogas e vibien da aozañ lazhañ ar peurrest eus an tiegezh, a voe kaset da benn gant an arme.
Goude-se en em gavjont o-zri e Pannonia, hag eno, d'an 9 a viz Gwengolo 337, e voe rannet an impalaeriezh etrezo o-zri. Ha Constantinus en doe Galia, Britannia ha Hispania.

Mervel a reas en Ebrel 340.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]