Commins Coch

Eus Wikipedia
Arabat kemmeskañ gant Comins Coch, ur gêriadenn e Ceredigion

Commins Coch zo ur gêriadenn vihan e gwalarn kontelezh Powys, e Kembre.

Eno ez eus ur pont strizh a-walc'h da dreuziñ an Afon Twymyn. Gant ar strizh m'eo an tremen ez eo diaes d'ar c'hirri-samm bras mont dre an hent-se, un hent bras anezhañ koulskoude, an A470, hag a gas eus Glan Conwy, en hanternoz Kembre, betek Kerdiz, e kreisteiz ar vro.