Colorado (stêr)

Eus Wikipedia
Horseshoe Bend.
Diazad ar C'holorado.

Ar stêr Colorado (saozneg: Colorado River; spagnoleg: Río Colorado; marikopaeg: Xakxwet; moc'haveg: Aha Kwahwat; havasoupaieg: Ha Ŧay Gʼam pe Sil Gsvgov; yavapaieg: ʼHakhwata) a zo ur stêr vras e mervent ar Stadoù-Unanet hag e gwalarn Mec'hiko. 2 230 km eo he hed. Sachañ a ra dourredoù un darn eus kornadoù krin tu kornaoueg ar Menezioù Roc'hellek. Brudet bras eo ar Ganienn Veur bet toullet gant ar stêr a-hed an amzerioù. Echuiñ a ra he red e pleg-mor Kalifornia. Kement e vez tennet korvo anezhi evit dourañ avat ma c'hall mont da hesk en he lodenn draoñ ha ne dap ket mont betek ar mor a-wechoù.

Ar stadoù treuzet gant ar stêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Treuziñ a ra stadoù:

E Mec'hiko e tisrann Kalifornia-Izel diouzh Sonora.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.