Charlotte Augusta Kembre

Eus Wikipedia
Charlotte Augusta Kembre

Charlotte Augusta Kembre (1796-1817) a oa ur briñsez saoz, merc'h d'ar roue George IV ha da Caroline von Braunschweig-Wolfenbüttel (1768-1821), hag o bugel nemetañ.

Burzhudus e vije bet he ganedigezh. Fougeal a reas he zad, bloavezhioù goude, ne oa tostaet ouzh he mamm nemet teir gwech en o buhez. Nemet un toullad mizioù ne oa Charlotte Augusta pa zispartias he zud en ofisiel. Diwar neuze e viras he zad outi da welout he mamm nemet gwechig dre vare.

Klask a reas he zad he zreiñ a-enep d'he mamm, met atav e karas anezhi.

Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a reas d'an 2 a viz Mae 1816 d'ar priñs alaman Leopold von Sachsen-Coburg-Saalfeld, a zeuas da vout roue Belgia diwezhatoc'h.

Rouanez Bro-Saoz e oa Charlotte da vezañ, dre ma oa bugel nemetañ he zad. Met mervel a reas er gwentloù d'ar 6 a viz Du 1817, d'ur 21 bloaz, goude genel ur mab hag a varvas ivez.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]