Chapel Santez Anna ar Palud

Eus Wikipedia
Chapel Santez Anna ar Palud
Delwenn Santez Anna ar Palud

Chapel Santez Anna ar Palud zo ur chapel e Plonevez-Porzhe, e Kerne Izel, tost d'an aod, e bae Douarnenez, ha brudet eo ar pardon a vez eno bep bloaz e dibenn miz Eost. Savet e voe etre 1863 ha 1864.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chapel Santez Anna ar Palud a oa Sancta-Anna-ad-Paluden e 1518 . Ken na oa deuet an Dispac'h gall e oa stag ouzh abati Landevenneg.

Kantik, ton ha son[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kantik savet gant Jacques Thomas e 1948.

Pedenn da Zantez Anna ar Palud[1]
INTRON SANTEZ ANNA
Diskan

Intron Santez Anna,
Ni ho ped gant joa,[2]
Mirit tud an Arvor
War zouar ha war vor.

1

Mamm Zantel a Vari,
Salud a greiz kalon !
Enor ha meuleudi
D'hor Mamm ha d'hon Intron !

8[3]

D'an den yaouañk ro/it
Eun teñzor a furnez,
D'an den koz goulennit
Eur fin vat d'e vuhuez.

2

Biskoaz n'eus bet klevet
Klemm eus ho trugarez ;
Ar Palud benniget
Eo tron ho madelez.

9

Er mor braz kounaret,[4]
Bagig ar pesketour
Spontus a vo lonket
Ma ne deuit[5] d'he zikour.

3

Dous eo bet d'hon tud koz
Tañva ho karante,
Ha ken dous ho pennoz
A vo d'ho pugale.

10[3]

En tarziou didruez,
Kerzit, tud an Arvor :
Anna, 'vel ar Werc'hez,
Eo steredenn ar mor.

4[6]

Selaouit hor pedenn,
Mamm garet Breiz-Izel
Selaouit hor goulenne
Bemdez en ho chapel !

11

Bezit ive nerzus,
Soudarded Breizh-Izel ;
He dorn holl-c'halloudus
'Vo ganeoc'h er brezel.

5

Truez evit ar vamm
A welit ken aonig ;[7]
Dalc'hit, dalc'hit dinamm
Kalon he bugelig.

12[3]

Evidomp holl ar bed
Eo tachenn an emgann ;
A ! n'hon dilezit ket,
Pa 'maomp e-kreiz an tan.

6

Truez evit ar paour,
Dirazoc'h daoulinet !
Truez 'vit ar c'hlañvour :
O honsolit bepred[8].

13

Patronez dous a Vreizh
Diwallit mat ho pro
Kreskit ennomp ar feiz
Hiziv[9], warc'hoazh, atav !

7

Skuilhit er parkeier
Gliz pinvidig an Neñv ;
Skoazell d'al labourer,
Skoazell en an' Doue !

14

O Mamm Santez Anna
Dindan ho tivaskell[10]
Pegen kaer eo bevañ,[11]
Pegen dous eo mervel !

TON : D'or Mamm Zantez Anna

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Hervez poentadur a gaver e doare 1942 (war-bouez ar poz-kan 4)
  2. E doare 1942 : "Ni ho ped holl gant joa"
  3. 3,0 3,1 ha3,2 Doare 1942.
  4. E doare 1942 : "kounnaret"
  5. E doare 1942 : "zeuit"
  6. N'emañ ar gwerzennoù-se e doare 1942.
  7. E doare 1942 : "aonik"
  8. E doare 1942 : "O c'hennerzit bepred."
  9. E doare 1942 : "Hirio"
  10. E doare 1942 : "tiouaskell"
  11. E doare 1942 : "beva"