Carlos do Carmo

Eus Wikipedia
Carlos do Carmo, e 2007

Carlos Manuel de Ascenção do Carmo de Almeida (Lisbon, 21 Kerzu 1939 – Lisbon, 1añ Genver 2021) a oa ur c'haner portugalat.

Ur c'haner fado e oa Carlos do Carmo ha brudet e oa en e vro. Nevesaet en doa ar stil sonerezh-se, gant levezon ar jazz pe ar bossa nova. Gantañ ha gant un nebeud kanerien all e oa bet roet ur skeudenn nevez, modernoc'h d'ar fado, tra ma veze gwelet ar ganerien fado a c'hiz kozh evel tud a-du gant diktatouriezh António de Oliveira Salazar. E 1963 e oa bet enrollet e ganaouennoù kentañ gantañ.

E 1976 e oa bet Carlos do Carmo o kanañ e Kenstrivadeg Eurovision ar C'han en anv Portugal. E 2014 e oa bet garedonet gant ul Latin Grammy Award.

Marvet e oa d'ar 1añ a viz Genver 2021 d'an oad a 81 bloaz[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.