CNN

Eus Wikipedia
Logo CNN

CNN (Cable News Network) a vez graet eus ur chadenn skinwel stadunanat perc'hennet gant an Turner Broadcasting System, a zo ur skourr d'ar gompagnunezh Time Warner. Enaouet e voe d'ar 1añ a viz Even 1980 gant ar perc'henner kleweled stadunanat Ted Turner evel ur chadenn-gelaouiñ dibaouez dre neudenn. E miz Ebrel 2016, ur penn da CNN a zisklêrias ez-ofisiel ne oa mui ur chadenn skinwel kleweled ("no longer a TV news network)" met ur savenn lies dibaouez ("a 24-hour global multiplatform network"). Pa voe lañset, CNN a oa ar chadenn skinwel gentañ o reiñ ur sell dibaouez war ar c'heleier ; bez' e oa ivez an hini nemeti e Stadoù-Unanet Amerika.

E miz C'hwevrer 2015, CNN a c'haller gwelet gant 96 289 000 skinwel en tiegezhioù (82.7% eus an tiegezhioù gant ur skinwel da nebeutañ) er Stadoù Unanet.

Tabutoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ludresadenn gant an treser brazilian Carlo Latuff a-zivout doare kelaouiñ CNN adal un dresadenn-vev : "CNN whitewashing Bahrain dictatorship" ("CNN o wennaat diktatouriezh Bahrein")

Kampagn dilennadegoù prezidant SUA 2016[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 3 a viz Ebrel 2016, kantadoù a harperien da Bernie Sanders o deus klemmet dirak sez CNN e Los Angeles. Harperien Sanders a oa o vanifestiñ a-enep ar chadenn enep he doare da gelaouiñ diwar-benn kampagn dilennadegoù prezidant SUA 2016, dreist-holl da geñver an amzer roet da Sanders evit dibunañ e soñjoù. Lesanvet Occupy CNN, al luskad enebiñ a lakae war-raok ar fed ma vije bet mediaoù pennañ SUA o kuzhat kampagn Sanders evit reiñ lec'h da Hillary Clinton ha Donald Trump.