C'hloris

Eus Wikipedia
Flora ha Zefyros, gant William Bouguereau (1875).

C'hloris (χλωρις / Khlôris e gregach) zo anv meur a blac'h e mojennoù Hellaz kozh.

E mojennoù zo e oa un nimfenn eus Inizi ar Wenvidien (a vije Inizi Kanariez hiriv, gouez da lod), liammet hec'h anv ouzh an natur, an nevezamzer, ar bleunioù, hag an eginañ.

C'hloris ha Zefyros[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Zefyros, doue an avel gornôk, a garas anezhi, he skrapas, a zimezas ganti hag a viras anezhi e barr he yaouankiz, ma roas dezhi rouantelezh ar bleuñv. E miz Mae eo e voe o c'harantez en he bleuñv ha n'ankounac'ha ket ar varzhed, pa reont anv eus tro ar bloaz hag e goulzoù-amzer, da reiñ lec'h d'an daou bried-se e lidambroug an Nevezamzer. Ur mab o doe, Karpos, un anv hag a dalv kement ha "frouezh" e gregach.

Gwelout a c'haller ar vetaforenn naturel-mañ: "Zefyros... paotr an avel gornôg a zegas freskijenn ha glav e-kerzh an nevezamzer. En em unaniñ a ra gant C'hloris, doueez an diwanañ, a zeu anezhi frouezh fresk an douar."[1]

E latin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Flora e oa hec'h anv e latin. Azeulet e veze gant ar Sabined ha ganto e voe degaset da Roma, ma veze graet lidoù dezhi da-geñver C'hoarioù Flora, pe ar Floralia, a veze lidet eus an 28 a viz Ebrel betek ar 1añ a viz Mae, kent mont da goll er IVe kantved.

"Pa gomz e vez he diweuz o sunañ roz an nevezhañv: C'hloris e oa, ha Flora on bremañ." Ovidius.

C'hloris (Meliboia)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meliboia a oa unan eus pevarzek bugel Niobe hag Amfion (anvet ivez Niobided), hag an hini nemeti eus ar vugale (pe unan eus ar re nemeto) a voe laosket e vuhez gantañ pa voe lazhet ar re all gant Artemis hag he breur gevell Apollon, evel dic'haou eus an dismeg graet gant Niobe d'o mamm Leto, pa oa bet o fougeal he doa bet bugale a-leizh, e-keit ma ne oa bet nemet daou d'an doueez.

Ken spontet e voe Meliboia gant al lazhadeg ma oa aet glaslivet he dremm, ha ma kemmas hec'h anv da vezañ C'hloris ("an hini glaslivet"). Honnezh eo an hini a zo meneget gant Homeros en Odysseia (levr 11, linennoù 281-296).

Goude e timezas da Neleüs hag e voe rouanez e Pylos. Meur a vab o doe, en o zouez:

Ur mab he doe C'hloris ivez, Periklymenos e anv, pa oa dimezet gant Neleüs, met hervez doareoù all eus ar vojenn eo Poseidon an hini a oa tad da Periklymenos (ha tad da Neleüs ivez). Poseidon a roas da b-Periklymenos ar galloud da dreiñ e kement loen a gare. Bugale all he doe, anaout a reer: Tauros, Asterios, Pylaon, Deimac'hos, Eurybios, Frasios, Eurymenes, Evagoras hag Epilaos.

Odysseüs a oa en em gavet gant C'hloris pa oa aet d'ober e dro d'an Hades (hervez Odysseia Homeros, 11, 281ff).

C'hloris (mamm Mopsos)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimeziñ a eure C'hloris d'an diouganer Ampyks (mab da Elatos), ha digantañ he doe ur mab, Mopsos, a voe un diouganer brudet ivez, hag a yeas da-heul an Argonaoted.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Donet a ra anv Chloris eus ar gregach Khloros a dalv kement ha "melen-glas," "glas-sklaer," "gwenn-glas" pe "fresk".

Anezhañ ez eus deuet un toullad gerioù anavezet er yezhoù europat bras (saozneg, galleg, ha yezhoù latin) :

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Kyriazis, Constantine D. Eternal Greece.