Buhez Breiz

Eus Wikipedia

Buhez Breiz a oa ur gelaouenn viziek, e brezhoneg hag e galleg, a voe embannet eus 1919 betek 1924 e Brest. Dindan hec'h anv ez eus bet embannet un nebeut levrioù brezhonek ha gallek gant harp al levrdier-embanner kemperat Adolphe Le Goaziou.

Istor ar gelaouenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1919[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Genver 1919 e teuas an niverenn gentañ er-maez, moullet e ti-moullañ Alfred Lajat, e Montroulez. Savet e oa bet, ha renet e oa, gant Pêr Mokaer. Displeget e oa pal ar gelaouenn gant an istitl a oa roet dezhi, "Revue bretonne bilingue d'action bretonne". Er skipailh a oa bodet en-dro da Bêr Mokaer, evit an niverennoù kentañ, e oa Daniel Bernard, Leon ar Berr, Ivon Krog, Pol Diverrès, Maurice Duhamel, Markiz L'Estourbeillon, Francis Gourvil, Jules Gros, Loeiz Herrieu, Alfred Lajat, Erwan Marec, Émile Masson, Louis Nicolas ha Frañsez Vallée. Pennadoù e brezhoneg ha pennadoù e galleg a veze embannet. Evit ar pennadoù e brezhoneg e veze graet gant doare-skrivañ Emgleo ar Skrivagnerien, pe gant doare-skrivañ Yezhadur Guillevic hag ar Go evit an testennoù gwenedek[1].

A bep seurt pennadoù brezhonek a bouez a voe embannet gant Buhez Breiz. A-dammoù e voe embannet Bilzig, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, ar Sketla Segobrani, kontadennoù Ivon Krog. Gant lod anezho e voe graet levrioù, embannet gant ar gelaouenn diwezhatoc'h. Sellit ouzh ar ranbennad war Embannadurioù Buhez Breiz pelloc'h. E dibenn 1919 e paouezas Buhez Breiz da zont er-maez.

1921-1924[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou vloaz diwezhatoc'h avat e teuas er-maez adarre, met moullet e veze e Brest diwar neuze, e ti an Dépêche. Joseph Ollivier, eus Landerne, e oa ar merour. Dont a reas Buhez Breiz ingal er-maez, gant niverennoù enno etre 32 ha 48 pajenn, betek dibenn 1924. E niverenn miz Kerzu, er bloavezh-se, e voe kemennet d'al lennerien gant Pêr Mokaer ne zeuje ket ar gelaouenn er-maez ken. Hervez pennad Pêr Mokaer e oa peogwir e oa-eñ foulet gant labourioù all[2], met moarvat e oa ivez dre ma oa re nebeut a lennerien. Skrivañ a reas Taldir e niverenn diwezhañ ar c'h-Consortium Breton, un nebeud bloavezhioù diwezhatoc'h, e oa en abeg da se e voe paouezet da embann Buhez Breiz[3].

Un taol-esae kentelius e voe evit Frañsez Jaffrennoù-Taldir, pa glaskas-eñ sevel ur gelaouenn divyezhek sirius ha skañv kreizennet tro-dro da C'hoursez Breizh[4] (ha dezhañ e-unan) hag e kavas bod er C'honsortium breton, a-raok krouiñ Embannadurioù Armorica a voe skor ar gelaouenn An Oaled.

Embannadurioù Buhez Breiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1922 hag e 1924 e voe embannet 7 levr merket warno "Éditions de la revue Buhez Breiz" (Embannadurioù ar gelaouenn Buhez Breiz). Chomlec'h Levrdi Ar Gwaziou a voe merket war al levrioù, pa voe fiziet ar gwerzhañ ennañ, met an embanner gwir a oa e Brest, e ti Pêr Mokaer. 5 levr e brezhoneg a voe ha 2 e galleg. Embann kement-se a levrioù e brezhoneg dindan daou vloaz zo un taol kaer, met choaz an temoù a c'heller merzout ivez. Un danevell istorel ijinet, met gwriziennet en enklaskoù istorel a voe embannet e 1922, un eztennadenn eus Sketla Segobrani e voe, an tri levr all da vezañ embannet er bloaz war-lerc'h. Mojennoù hengounel Breizh a ya d'ober ar peurrest. Bilzig, hag ar romant-se un oberenn a bouez, a voe embannet a-dammoù e-barzh ar gelaouenn, met am embannadenn glok a zeuas er-maez just goude ma voe echuet embann ar gelaouen[5].
Disheñvel-tre e oa an daou levrig gallek pa voe moullet ur brezegenn gant James Bouillé hag ur pezh-c'hoari en un arvest gant Charles Picquenard.
Ne c'hellas ket tud ar gelaouenn sevel ur gwir ti-embann. Ne oa ket prest al lennerien da souten un ti-embann brezhonek evel ma soutenent Emgleo Sant Iltud, un ti-embann kempred troet war-zu ar c'hentelioù relijiel. Ha tra ma'z eo embannadennoù Buhez Breiz ur rakskeudenn eus Levraoueg Gwalarn e vankas ur skipailh lennegel-rik dezho.

  • Marc'hekadenn Atepomaros, tennet eus "Sketla Segobrani" gant X3[6], Éditions de la revue "Buhez Breiz", 1922, 24 p.
  • Yvon Crocq (Eostig Kerinek). Eur Zac'had Marvailhou, Brest (Kemper, 7 Streat Sant-Fransez), Éditions de la Revue "Buhez Breiz". E Kemper, E ti Ad. Le Gosziou, Leorier, 1924, 216 p.
  • Gwechall-goz e oa... Marvailhou Dastumet gant Gabriel Milin, Brest, Éditions de la revue "Buhez Breiz", 1924, 96 p.
  • Charles Picquenard, Le Malin Youennik, conte breton de l'ancien temps en un acte, en vers par Ch. de Keranbarz, Brest, Éditions de Buhez Breiz, 1924, 40 p.
  • Mojennou Brezonek. An Heol hag al Loar gant Barz ar Goued, rener Breuriez Veur ar Brezoneg. Fables bretonnes. Le Soleil et la lune par E. Ernault, président de l'Académie bretonne, Brest, 1924, 8 p.
  • James Bouillé, architecte, L'Art en Bretagne. Conférence faite au Congrès panceltique, à Quimper, le mardi 9 septembre 1924, Kemper, Éditions de Buhez Breiz, 1924, 21 p.
  • Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, Éditions de Buhez Breiz, 1925 (1924 merket war ar golo), 189 p.

E 1943 ec'h embannas Adolphe Le Goaziou, Ma c'horn-bro, un teskad barzhonegoù evit bodañ ar re savet gant Fañch an Uhel, en ur adkemer holl neuz levrioù Buhez Breiz : ment, liv ar goloenn ha lizherennoù.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. L'orthographe sera celle de l'Emgleo ar Skrivagnerien pour le breton général et celle de la grammaire de Guillevic et Le Goff (tendance Dihunamb) pour le vannetais. E-barzh Buhez Breiz, niv. 1, Genver 1914
  2. ... absorbés par nos occupations professionnelles, nous nous voyons contraints d'arrêter la publication de notre Revue avec ce numéro. E-barzh Buhez Breiz, niv. 48, miz Kerzu 1924.
  3. "Elle cessa sa parution avec le numéro de décembre 1924, par suite de la disette d'abonnés, exactement 231 au 31 décembre 1924". E-barzh Le Consortium Breton, niv. 23, 1928.
  4. Kazi pep kenlabourer d'ar gelaouenn Buhez Breiz a voe ezel eus ar C'hoursez.
  5. Eil embannadenn gant Emgleo Breiz e 1963.
  6. Emil Ernault, Meven Mordiern, Frañsez Vallée.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

s:Degemer:Brezhoneg

Sellet er Wikimammenn : Buhez Breiz.