Buena Vista Social Club (film)

Eus Wikipedia
Ur pennad Buena Vista Social Club zo ivez.

Buena Vista Social Club zo ur film alaman gant Wim Wenders en 1999, savet diwar-benn sonerien gozh eus Kuba oc'h ober un albom. Etre al lajadoù enrollañ er studio ez eus pennadoù-kaoz gant ar sonerien, ha tammoù eus sonadegoù, evel an hini graet e New York, e Carnegie Hall, enrollet bloaz a-raok, e 1998, ha skignet er bladenn Buena Vista Social Club at Carnegie Hall e 2008.

Ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er film e weler ar gitarour stadunanat Ry Cooder, kamarad da Wenders, o vont gant e vab, dre gêr La Habana, da glask sonerien gozh eus ar vro — dilezet metoù ar sonerezh gant an darn vrasañ anezhe — da ober ur bladenn gante, hag a vo anvet Buena Vista Social Club (albom).

Goude-se e vint lakaet da ganañ pe da seniñ div wech :

Er pennadoù-kaoz e lavar ar sonerien ar pezh a soñjont eus o zroiad, ha dreist-holl e SUA.

Ar sonerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar re-se, a vo gwelet er film, eo :

Diwar brud ar bladenn e voe savet ul laz, hag a yeas da seniñ dre ar bed.