Breviñ ouzh ar rod

Eus Wikipedia
Daou brantad ar jahinerezh: breviñ an izili, ha leuskel ar c'hondaonad da vervel war ar rod diwar an taolioù

Breviñ ouzh ar rod, pe terriñ ouzh ar rod[1], a reer eus unan eus ar jahinoù graet war an dud kondaonet gwechall, pa veze brevet o izili goude o stagañ ouzh ur rod. Kement-se zo bet graet adalek an Henamzer betek dibenn an XVIIIvet kantved, e Bro-C'hall da vihanañ, betek an XIXvet en Alamagn.

Ar verzherien vrudetañ eo Santez Katell Aleksandria (c. 294c. 312), a voe roet hec'h anv d'ar rod-jahinañ e Bro-Saoz (Catherine wheel), ha Sant Jord (c. 277303).

Kondaonet e veze muntrerien ha laeron da vezañ staget war ur rod ma vezent lazhet a daolioù bazh dirak an dud, war ur chalfod alies. Ur rod ken bras hag un den e oa, ha staget e veze ar pevar ezel e doare ma veze aesoc'h o zerriñ. Goude e veze lazhet an den, pe laosket da vervel.

Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e veze ar rod en Henamzer e Gres, hervez a lenner e komediennoù Aristofanos : en Ploutos, skrivet e 338 kent JK, hag en Ar Peoc'h. Enno e weler e veze skourjezet an dud ouzh ar rod, met ne vezent ket brevet.

Impalaeriezh Santel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Impalaeriezh Santel e veze staget ouzh ar rod gwazed hag a oa gwelet evel ar spontusañ muntrerien (muntroù graet en o ziegezh, en ul laerezh). Ar re washañ a veze dornet ha brevet o izili e-pad eurvezhioù. Ar re na gaved ket ken spontus a veze roet taol ar marv dezho a-raok o breviñ. Niver an taolioù a veze resisaet er varnadenn : e 1581, ar muntrer a-vras Peter Niers, 544 muntr gantañ, a voe jahinet e-pad daou zevezh, roet 42 daol dezhañ war ar rod, ha diframmet e izili en e vev.

Laosket e veze ar c'horfoù d'al loened da zebriñ, hag alies e vezent dibennet ha lakaet o fenn e penn ur goaf.

E Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Bavaria e voe paouezet gant ar boaz-se e 1813, e Hessen e 1836. E Prusia, diwezhañ ma voe lazhet un den war ar rod a voe e 1841.

Tud lazhet war ar rod[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Geriadur Ménard p. 1199-b
  2. Tresadenn gant Giovanni Guerra engravet gant Antonio Tempesta evit Trattato degli instrumenti di martirio e delle varie maniere di martirizzare Antonio Gallobio, Roma, 1591 — (fr) Lenn en-linenn