Boutailh

Eus Wikipedia
Stumm hengounel ur voutailh evit gwin Bourdel

Ur voutailh (diwar ar galleg bouteille[1]) zo un endalc'had e stumm ur granenn ha strishoc'h e stumm er beg uhelañ. Savet e vez alies gant gwer pe gant plastik ha servijout a ra da lakaat dourennoù da evañ evel dour, gwin, chug, laezh, pe dourennoù all : produioù kimiek, porfum, champouenn... Serret e vez gant ur stouv graet e lij pe blastik. Pa vez leun e lavarer ur voutailhad.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. J.R.F. Piette, French loanwords in Middle Breton, University of Wales Press, 1973, p. 83 (ISBN 978-0-7083-0437-2)