Borkum

Eus Wikipedia
Borkum, gwelet eus lein an tour-tan kozh

Borkum (Boarkum e frizeg) zo unan eus Inizi Friz ar Reter, en Alamagn, en arvor Mor an Hanternoz. An enzenn gornokañ eus an enezeg eo, hag an hini vrasañ ivez e-touez ar seizh enezenn a zo annezet, gant 31 km2. Er reter dezhi emañ Juist ha div enezennig didud, Kachelotplate ha Memmert, er c'hornôg dezhi emañ enez Rottumeroog, a zo en Izelvroioù.

Ur gumun eo Borkum ivez, e Landkreis Leer, e stad Niedersachsen. Annezet eo gant 5 175 a dud (e dibenn 2013). Ul lodenn eus an enezenn zo e Park Broadel Wattenmeer. Mont da enez Borkum a c'haller ober eus an douar-bras, adalek porzhioù Emden, en Alamagn, ha Eemshaven, en Izelvroioù

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.