Bolz Trajan (Ancona)

Eus Wikipedia
Ur pennad Bolz Trajan zo ivez.
Bolz Trajan, en Ancona.
Bolz-enor Trajan

Bolz Trajan en Ancona, en Italia, zo ur volz-enor d'an impalaer roman Trajan en IIvet kantved.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bolz Trajan en Ancona zo ur volz-enor roman savet gant Sened ha pobl Roma dindan ren an impalaer Trajan, goude ma voe bet paeet gant Trajan al labourioù da ledanaat porzh, gwellaat ar c'haeoù hag ar mogerioù-kreñv. Alese eo ez eas Trajan da vrezeliñ ouzh an Daked, un darvoud eñvoret gant kolonenn Trajan en Roma.

Renet e vije bet al labourioù gant an tisavour Apollodoros Damas.

Sed a zo skrivet warni:

« IMP. CAESARI. DIVI. NERVAE. TRAIANO. OPTLMO. AUG. GERMANIC. DACICO. PONT MAX. TR. POT. XVIII, IMP. IV COSS. VI, P.P.PROVIDENTISSIMO. PRINCIPI. SENATUS. P.Q.R. QUOD. ACCESSUM. ITALIAE. HOC. ETIAM. ADDITO. EX. PECUNIA. SUA. PORTU.TUTIOREM. NAVIGANTIBUS. REDDIDERIT. »
Daou skrid all zo a bep tu  :
  • en tu dehou: «DIVAE MARCIANAE AUG. SORORI. AUG. »
  • en tu kleiz : « PlOTINAE AUG. CONIUG. AUG. »

Gant an enskrivadurioù-se e ouezer eo bet savet ar volz ivez en enor da bried Trajan, Plotina, ha d'e c'hoar, Marciana.

Evit an diri a voe savet en 1859.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

[1]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]