Bokmål

Eus Wikipedia

Unan eus an daou zoare-yezh ofisiel Norvegia eo ar bokmål (lit. "yezh al levrioù") ouzhpenn an nynorsk. Implijet e vez ar bokmål gant an darn vrasañ eus an norvegerion (tro-dro da 90%) ha hennezh eo an doare-yezh kelennet d'an estrañjourion peurliesañ pa fell dezhe deskiñ norvegeg. Kalz tostoc'h eo ar bokmål ouzh an daneg, dreist-holl dre skrid, eget an nynorsk.

Disheñvel un tamm eo ar riksmål diouzh ar bokmål, rak heñvel-poch eo reizhskrivadur ar riksmål ouzh hini an daneg.

Setu keñver-ouzh-keñver Mellad kentañ Disklêriadur Hollvededel Gwirioù mab-den e bokmål hag e Nynorsk:

Bokmål:

Alle mennesker er født frie og med samme menneskeverd og menneskerettigheter. De er utstyrt med fornuft og samvittighet og bør handle mot hverandre i brorskapets ånd.

Nynorsk:

Alle menneske er fødde til fridom og med same menneskeverd og menneskerettar. Dei har fått fornuft og samvit og skal leve med kvarandre som brør.

Gwelet ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]